Ar c'hi maget mat (2) - ar c'hi maget mat
Ur
c'hi maget mat
Dastumad danevelloù skrivet get Daniel DOUJET
embannet e 2000get Al Lañv
Ar c'hi maget mat
En danevell e vez kontet istoar Jañ-Mari Bouter, un den kozh a vev get e gi en un ti kozh savet get an Amerikaned e pad an eil brezel bed. An den–se n’en deus kar ebet : dilezet eo bet get e vaouez ha marv eo e dad « Paotr ar C’hoad » boureviet get an Alamaned e-pad ar brezel. Sistr Du ‘vez graet anezhañ kar evet a ra re.
Bemdez e ya Jañ-Mari da glask traoù da zebriñ evit e gi e ti ar boser hag ar mrc’hadour legumaj. Un deiz e varv ar c’hi…
Plijet on bet gant an danevell-mañ mes muioc’h oan bet get « an den an ouie ket neuial ». Un tamm diaes da lenn em eus kavet, diaes da gompren. Ar fent du en deus c’hoazh plijet din. (Elsa)
Skrivet en ur feson fent du, danevell Daniel Doujet a chañj ag ar pezh e vez posupl da lenn. Ni zo souezhet betek fin an danevell da lenn traoù ken spontus. An efed produet a ro ar c’hoant da lenn an danvelloù aralll evit bout spontet ha souezhet c’hoazh. (Killian)

digg it
del.icio.us

