ur c'hi maget mat / Enor d'an holl re
Ur
c'hi maget mat
Dastumad danevelloù skrivet get Daniel DOUJET
embannet e 2000 get Al Lañv
Marv eo Marcel Le Feubvre e-pad ar brezel 1939-1945. E Boursoulle-sur Flume eo bet ar c'hentañ hag an hani nemetañ "marv evit ar vro". Hanter kant vlez goude emañ bodet tud ar gumun evit selaou prezegenn ar maer en enor da Varcel.
Mes hir eo ar brezegenn, tommañ a ra ar muskadig ha ma ne vehe ket bet Marcel an haroz diskrivet get an Aotrou Maer ?
Fentus bras eo gwelout ar pezh 'vez soñjet get an dud a-geñver get ar pezh vez lâret en un doare ofisiel. Ne oa ket evit selaou ar jeneral e oa bet prenet ur radio get Marcel mes evit selaou muzik. Pegen pilpous eo an dud!
Un ton mousgoapus hag un sujed sirius (ar brezel, ar marv) a ra un istoar get lan a startijenn.
Ar fent du zo amañ e pep kendestenn hag achuet 'vez get ar sujed pouezusañ : ar muskadig. Daet eo da domm a-benn ar fin ! (Maud)

digg it
del.icio.us
